Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliañ a oa en e zorn, hag en em zalc'he ouzh an nor.
Apocalyps 21:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an hini a gomze ouzin hen doa eur gorzen aour evit muzuri ar gear, hag he dorojou, hag he moger. |
Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliañ a oa en e zorn, hag en em zalc'he ouzh an nor.
Goude e savis va daoulagad hag e sellis, hag e welis un den o kaout en e zorn ur gordenn-vuzuliañ.
Hag e lavaris: Mont a rez da belec'h? Respont a reas din: Da vuzuliañ Jeruzalem, evit gwelout pegement eo he ledander ha pegement eo hec'h hirder.
Bez’ e oa ur voger vras hag uhel. Bez’ e oa daouzek dor, e-tal an daouzek dor daouzek ael, hag anvioù skrivet warno, bez’ e oant anvioù daouzek meuriad mibien Israel.
Ar gêr a zo pevar c’hornek, hag he hirder a zo kevatal d’he ledander. Eñ a vuzulias ar gêr gant ar walenn, daouzek mil stadenn. He hirder, he ledander hag he uhelder a zo kevatal.
An daouzek dor a oa daouzek perlezenn. Pep dor a oa eus ur berlezenn hepken, hag al leurgêr a oa en aour glan, heñvel ouzh gwer treuzwelus.