Apocalyps 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met un dra bennak am eus a-enep dit: dilezet ec’h eus da garantez gentañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes me em euz kement‐man en da enep, dilezet ec’h euz da garantez kenta. |
Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.
Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c’hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d’an idoloù.