Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
Apocalyps 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc’husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d’ar re gentañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Anaoud a ran da oberou, da garantez, da zervich, da feiz, ha da batianted; ha gouzoud a ran ema da oberou diveza en tu‐all d’az re genta. |
Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.
Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d’hor c’havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac’hanomp, o c’hoantaat hor gwelout evel ma c’hoantaomp hon-unan ho kwelout.
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.
Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.
Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.
Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.
Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.