Apocalyps 19:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevout a ris evel mouezh ur vandenn vras, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus kurunoù bras, a lavare: Allelouia! Rak an Aotrou Doue holl-c’halloudek a ren. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kleviz evel mouez eur bobl vraz, hag evel mouez kalz a zoureier, hag evel mouez curunou braz, pere a lavare: Alleluia! rag an Aotrou Doue, an D oue Holl‐c’halloudec a ren. |
C'hwi, pobloù, stlakit holl ho taouarn! Laoskit kriadennoù a levenez da Zoue, gant ur vouezh drant!
Ar c'hoabr en em skuilhas en doureier, ar c'houmoul a gurunas, da viroù ivez a nijas a bep tu.
An AOTROU a ren, gwisket eo a veurded. An AOTROU a zo gwisket a nerzh, gourizet eo. Evel-se emañ start ar bed ha ne vrañsell ket.
An AOTROU a ren, ra greno ar pobloù! Azezet eo etre ar cherubined, ra vrañsello an douar.
Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!
An neñvoù hag an douar ha kement a zo enno a laouenaio gant kanoù a levenez war Vabilon, rak eus an hanternoz e teuio an distrujerien en hec'h enep, eme an AOTROU.
Pa gerzhent e kleven mouezh o eskell evel ar mouezh eus kalz a zoureier, evel mouezh an Holl-C'halloudeg, evel trouz spontus un arme. Pa baouezent, e lezent o eskell da gouezhañ.
Ha setu, gloar Doue Israel a zeue eus tu ar sav-heol, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier, hag an douar a lugerne gant e c'hloar.
ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.
e dreid a oa heñvel ouzh kouevr fin-meurbet, evel ma oa tanet sklaer gant ur forn, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier.
Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.
Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.
Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus ur c’hurun bras, hag e klevis ur vouezh a delennerien o stekiñ ouzh o zelennoù.
Goude-se, e klevis en neñv evel ur vouezh kreñv o tont eus ur vandenn vras, a lavare: Allelouia! Ar silvidigezh, ar gloar, an enor hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue,
Ar pevar henaour warn-ugent hag ar pevar bev en em stouas hag a azeulas Doue azezet war an tron, o lavarout: Amen! Allelouia!
Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c’halloudek hag an Oan eo an templ anezhi.
Eus an tron e teue luc’hed, kurunoù ha mouezhioù. Dirak an tron e teve seizh lamp gwrezus a zo ar seizh spered eus Doue.
Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel.
An ael a gemeras an ezañsouer, a leunias anezhañ gant tan eus an aoter hag a daolas anezhañ war an douar. Hag e voe mouezhioù, kurunoù, luc’hed hag ur c’hren-douar.