La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Apocalyps 19:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ur vouezh a zeuas eus an tron, o lavarout: Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerien, c’hwi a zouj anezhañ, bihan ha bras.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hag eur vouez a zeuaz euz an tron, hag a lavare: Meulit hon Doue, c’houi holl, he zervicherien, ha c’houi pere hoc’h euz doujans evithan, bihan ha braz.

Ver Capítulo



Apocalyps 19:5
14 Referencias Cruzadas  

Bennigañ a raio ar re a zouj an AOTROU, ar re vihan evel ar re vras.


Kanaouenn ar "Maalod". Setu, bennigit an AOTROU, c'hwi holl servijerien an AOTROU, hag en em zalc'h e ti an AOTROU e-pad an nozioù.


Meulit an AOTROU! Meulit anv an AOTROU, meulit eñ servijerien an AOTROU!


Ra veulo an AOTROU kement en deus anal ennañ! Meulit an AOTROU!


Embann a rin da anv da'm breudeur, da veuliñ a rin e-kreiz ar vodadeg.


Lakaat a ra an holl, bihan ha bras, pinvidik ha paour, frank ha sklav, da gemer ur merk en o dorn dehou pe war o zal.


Ar seizhvet ael a skuilhas e hanaf en aer. Ur vouezh kreñv a zeuas eus templ an neñv, eus an tron, o lavarout: Graet eo a gement-se!


evit debriñ kig ar rouaned, kig ar gabitened, kig ar re c’halloudek, kig ar c’hezeg hag ar re a bign warno, kig an holl dud, frank ha sklav, bihan ha bras.


Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.


Dre-se emaint dirak tron Doue hag e servijont anezhañ deiz ha noz en e dempl. An hini a zo azezet war an tron a chomo en o-zouez,