Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.
Apocalyps 18:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c’hreiz, va fobl, gant aon n’ho pefe lod en he fec’hedoù ha n’ho pefe ivez lod en he goulioù, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude‐ze e kleviz eur vouez all euz an env, hag a lavare: It kuit er meaz anezhi, va fobl; gant aoun, o kaoud lod en he fec’hejou, n’ho pefe ive lod en he gouliou; |
Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.
It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.
En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!
Tec'hit eus kreiz Babilon, it er-maez eus bro ar Galdeiz, bezit evel ar bouc'hed a ya dirak an tropell!
It kuit eus he c'hreiz, va fobl, ra saveteo pep hini ac'hanoc'h e vuhez diouzh kounnar entanet an AOTROU.
C'hwi hag a zo tec'het eus ar c'hleze, it ha na baouezit ket! En douar pell, ho pet soñj eus an AOTROU, ha ra vo Jeruzalem dirak ho kalonoù.
Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.
Louzaouet hon eus Babilon ha n'eo ket pareet. Lezit hi, ha deomp pep hini d'e vro, rak he barnedigezh a dizh betek an neñvoù hag a sav betek ar goabrennoù.
en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.
Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.
Na laka da zaouarn war den re vuan ha na gemer ket lod e pec’hedoù ar re all. En em vir glan da-unan.