Kas din ivez eus al Liban koad sedrez, sapin ha santal, rak gouzout a ran e oar da servijerien troc'hañ koad al Liban. Setu, va servijerien a vo gant da re.
Apocalyps 18:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned marc’hadourezhioù aour, arc’hant, mein prizius, perlez, lin fin, limestra, seiz, tane, pep seurt koad a c’hwezh-vat, pep seurt traoù en olifant, pep seurt traoù e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marmor, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Marc’hadourez aour hag arc’hant, mein pricius, perlez, lien fin, pourpr, sei ha tane, pep seurt coat a c’houez‐vad, pep seurt meubl great gant oliphant, gant coat koustus braz, arm, |
Kas din ivez eus al Liban koad sedrez, sapin ha santal, rak gouzout a ran e oar da servijerien troc'hañ koad al Liban. Setu, va servijerien a vo gant da re.
Skrapit an arc'hant! Skrapit an aour! Rak n'eus diwezh ebet d'ar pinvidigezhioù, ur fonnusted a bep seurt traoù prizius
Eñ a gasas ac’hanon er spered en ul lec’h distro. Hag e welis ur wreg azezet war ul loen a liv tane, leun a anvioù a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn.
Ar wreg a oa gwisket gant limestra ha tane, kinklet gant aour, gant mein prizius ha gant perlez. Derc’hel a rae en he dorn un hanaf aour, leun a draoù euzhus hag a hudurniezh he gastaouerezh.
Marc’hadourien an traoù-se, a oa en em binvidikaet ganti, en em zalc’ho pell gant aon rak hec’h estrenvan, o ouelañ, o c’harmiñ