Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.
Apocalyps 17:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Amañ emañ ar skiant he deus furnez. Ar seizh penn a zo seizh menez ma’z eo azezet ar wreg warno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Aman ema an intentamant hag hen deuz furnez. Ar seiz pen a zo seiz menez, var bere ema azezet ar vaouez. |
Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.
Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.
Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.
Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,
En em zalc’his em sav war draezh ar mor, hag e welis o sevel eus ar mor ul loen en doa seizh penn ha dek korn, war e gerniel dek talgen ha war e bennoù un anv a vallozh.
Amañ emañ ar furnez. An hini en deus skiant, ra gonto niver al loen, rak un niver a zen eo. E niver a zo c’hwec’h kant c’hwec’h ha tri-ugent.
Eñ a gasas ac’hanon er spered en ul lec’h distro. Hag e welis ur wreg azezet war ul loen a liv tane, leun a anvioù a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn.
Neuze an ael a lavaras din: Perak ez out souezhet? Me a lavaro dit mister ar wreg hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn.