Apocalyps 17:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo. |
Hag e savo teltennoù e balez etre ar morioù, ouzh ar menez santel glorius. Koulskoude e teuio d'e ziwezh, ha den ne sikouro anezhañ.
Sellout a ris neuze en abeg da vouezh ar gerioù lorc'hus a lavare ar c'horn, hag e sellis betek ma voe lazhet al loen ha distrujet e gorf, taolet d'ar flammoù o teviñ.
Met dont a raio ar varn, hag e vo lamet digantañ e vestroniezh, evit e zistrujañ hag e lakaat da vervel betek an diwezh.
Goude-se e sellis em gweledigezhioù noz, ha setu ur pevare loen, euzhus, spontus ha kreñv-meurbet. Dent bras en houarn en doa, debriñ a rae, hag e vruzune hag e vac'he gant e dreid ar pezh a vane. Disheñvel e oa diouzh an holl loened a oa bet diagent, ha dek korn en doa.
Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.
Koulskoude, n’en em laouenait ket eus ma pleg deoc’h ar speredoù, met en em laouenait kentoc’h eus ma’z emañ hoc’h anvioù skrivet en neñvoù.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,
en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,
raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc’h,
Ha p’o devo peurc’hraet o zesteni, al loen hag a sav eus an donder a raio ar brezel dezho, o zrec’ho hag o lazho.
Al loen a oa ha n’emañ ken, a zo e-unan un eizhvet roue, emañ eus ar seizh ha mont a ra da goll.
Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.
An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.
Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.
Abalamour ma ec’h eus miret ger va dalc’husted, me va-unan a viro ac’hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.
An hini a drec’ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec’h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.