En amzer-se e vo ankounac'haet Tir e-pad dek vloaz ha tri-ugent, hervez padelezh buhez ur roue, hag a-benn dek vloaz ha tri-ugent e vo eus Tir evel eus ar c'hast a gomz ar ganaouenn anezhi:
Apocalyps 17:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ int ivez seizh roue. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n’eo ket c’hoazh deuet ha, pa vo deuet, ne dle ket padout pell. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beza int ive seiz roue, pemp a zo kwezet; unan a zo beo, egile n’eo ket deuet c’hoas, ha pa vezo deuet, e tle pad neubeud a amzer. |
En amzer-se e vo ankounac'haet Tir e-pad dek vloaz ha tri-ugent, hervez padelezh buhez ur roue, hag a-benn dek vloaz ha tri-ugent e vo eus Tir evel eus ar c'hast a gomz ar ganaouenn anezhi:
Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c’hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.
Diskouez a reas holl c’halloud al loen kentañ dirazañ, hag e lakaas an douar hag ar re a chome warnañ da azeuliñ al loen kentañ a zo bet yac’haet dezhañ e c’houli marvus.
Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d’ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac’haet hag an holl douar a oa en estlamm oc’h heuliañ al loen.
Al loen a oa ha n’emañ ken, a zo e-unan un eizhvet roue, emañ eus ar seizh ha mont a ra da goll.
An dek korn ac’h eus gwelet d’al loen a gasaio ar c’hast, he glac’haro, he diwisko, a zebro he c’hig hag he c’haso da netra gant an tan.