Apocalyps 16:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e kouezhas eus an neñv war an dud ur grizilh bras, ken pounner hag un talant pep grizilhenn. An dud a vallozhas Doue abalamour da c’houli ar grizilh, rak ar gouli-se a voe bras-meurbet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kwezaz euz an env var an dud grizil ken pounner hag eun talant; hag an dud a vlasphemaz a‐enep Doue, abalamour d’ar grizil, rag ar gouli a reaz a oe braz meurbed. |
setu, me a lakaio warc'hoazh, d'an eur-mañ, da gouezhañ ur grizilh ken bras, ken n'en deus bet netra heñvel outañ en Ejipt adalek an deiz m'eo bet diazezet betek bremañ.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn war-zu an neñvoù, evit ma vo grizilh war holl vro Ejipt, war an dud, war al loened ha war holl c'heot ar parkeier e bro Ejipt.
An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.
Kantren a raint er vro, bec'hiet ha marnaoniet. Ha p'o devo naon, e savo droug enno, e villigint o roue hag o Doue, e savint o daoulagad war-zu an nec'h,
lavar d'ar re a c'holo anezhi gant pri-raz ez aio d'an traoñ. Ur glav bras a savo, ha c'hwi grizilhennoù, c'hwi a gouezho, hag ur gorventenn a darzho.
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Em fulor e lakain da darzhañ ur gorventenn, hag em c'hounnar e vo ur glav bras ha grizilhennoù aet en egar, evit distrujañ holl.
Evel ma tec'hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neñv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc'h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c'hleze.
Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.
An dud a vallozhjont Doue an neñv abalamour d’o glac’haroù ha d’o goulioù, ha n’o deus ket keuz eus o oberoù.
An dud a voe devet gant un tommder bras. An dud a vallozhjont anv Doue, an hini en deus galloud war ar goulioù-se, ha n’o deus ket keuz evit reiñ gloar dezhañ.
An hini kentañ a sonas, hag e voe ur grizilh hag un tan mesket gant gwad o kouezhañ war an douar. An deirvet lodenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c’heot glas a voe devet.