Met Jozia ne fellas ket dezhañ distreiñ dioutañ, hag en em zic'hizas evit stourm outañ. Ne selaouas ket komzoù Neko, a zeue eus genoù Doue. Dont a reas evit stourm e plaenenn Megiddo.
Apocalyps 16:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tastumas anezho en ul lec’h a zo anvet en hebraeg Harmagedon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e oent dastumet assambles en eul leac’h galvet en hebrach Armageddon (menez an tro‐kein). |
Met Jozia ne fellas ket dezhañ distreiñ dioutañ, hag en em zic'hizas evit stourm outañ. Ne selaouas ket komzoù Neko, a zeue eus genoù Doue. Dont a reas evit stourm e plaenenn Megiddo.
En deiz-se e vo ur c'hañv bras e Jeruzalem, evel ma voe kañv Hadadrimmon e traonienn Megiddo.
Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec’h galvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata.
O tougen e groaz, e teuas el lec’h anvet: Ar C’hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota.
Bez’ ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched.
O vezañ kouezhet holl d’an douar, e klevis ur vouezh a gomze ouzhin hag a lavare e yezh hebraek: Saol, Saol, perak e heskinez ac’hanon? Kalet eo dit herzel a-enep ar broudoù.
Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.
Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion.
hag e sachin da'z kavout, e froud Kison, Sisera penn arme Jabin, gant e girri hag e strollad, hag e lakain anezhañ etre da zaouarn?
Ar rouaned a zo deuet hag o deus brezelet. Rouaned Kanaan o deus brezelet e Taanak, e-kichen doureier Megiddo, met n'o deus degaset ganto na preizh na arc'hant.