Apocalyps 16:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelout a ris o vont kuit eus genoù an aerouant, eus genoù al loen hag eus genoù e fals-profed, tri spered hudur heñvel ouzh gleskered. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals‐profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered. |
Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d’ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.
Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d’o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c’halloudek.
Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.
Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.
An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.