Apocalyps 15:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Unan eus ar pevar bev a roas d’ar seizh ael seizh hanaf aour, leuniet gant kounnar an Doue a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze unan euz ar pevar aneval a roaz d’ar seiz eal seiz scudel aour leun a goler an Doue a vev da virviken. |
Rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel, din: Kemer eus va dorn an hanaf-mañ a win a gounnar, ha ro dioutañ da evañ d'an holl bobloù ma ez kasin etrezek enno.
Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,
an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.
hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer,
ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.
Gwelout a ris en neñv ur sin all bras ha souezhus: seizh ael a zalc’he ar seizh gouli diwezhañ, rak drezo eo kaset da benn kounnar Doue.
Ar c’hentañ ael a yeas hag a skuilhas e hanaf war an douar. An dud o doa merk al loen hag ar re a azeule e skeudenn a voe skoet gant ur gouli drouk ha poanius.
Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.
Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da’m c’havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan.
ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag a daole o c’hurunennoù dirak an tron en ur lavarout:
P’en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c’hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent.