Evel ur wreg vrazez prest da wilioudiñ a c'houzañv gwentloù hag a gri en he foanioù, evel-se omp bet, pell diouzh da zremm, o AOTROU!
Apocalyps 12:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Brazez e oa hag e krie, o vezañ er poanioù hag o c’houzañv gwentloù ar gwilioud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Brazez e oa, hag e crie gant ar goentrou hag ar boan o wilioudi. |
Evel ur wreg vrazez prest da wilioudiñ a c'houzañv gwentloù hag a gri en he foanioù, evel-se omp bet, pell diouzh da zremm, o AOTROU!
Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.
Laouena, gaonac'h, te na c'hanes ket, strak ha laosk kriadennoù a levenez, te na c'houzañves ket gwentloù ar gwilioud, rak mibien an hini dilezet a vo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried, eme an AOTROU.
Ur vouezh skeltr a zeu eus kêr, ur vouezh a zeu eus an templ, mouezh an AOTROU o paeañ o gopr d'e enebourien.
Perak e laoskez bremañ kriadennoù? Ha n'eus roue ebet ez kreiz? Ha marv eo da guzulier, evit ma'z eo kroget ar boan ennout, evel er wreg o wilioudiñ?
Setu perak e tilezo anezho, betek an amzer ma wilioudo an hini a zle gwilioudiñ, ha nemorant e vreudeur a zistroio da gichen mibien Israel.
Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma’z eo deuet hec’h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n’he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.
Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc’h,
rak skrivet eo: En em laouena, sec’henn, te na c’hanez ket, strak ha laosk kriadennoù, te na c’houzañvez ket gwentloù ar gwilioud, rak bugale an hini dilezet a zo niverusoc’h eget re ar wreg he doa ur pried.
E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti.