Apocalyps 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Derc’hel a rae en e zorn ul levr bihan digor. Lakaat a reas e droad dehou war ar mor hag e hini kleiz war an douar, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bez e oa ganthan en he zorn eul levr bihan digor; hag e lekeaz he droad deo var ar mor, hag he hini kleiz var an douar; |
Eürus an hini a zibabez hag a lakaez da chom en da leurioù! Leuniet e vimp eus madoù da di, eus santelezh da balez.
Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.
Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
An ael am boa gwelet oc’h en em zerc’hel war ar mor ha war an douar a savas e zorn etrezek an neñv
Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel.