Amoz 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e yudo al leon er c'hoad hep kaout ur preizh? Hag e taolo al leonig e griadenn eus e doull hep bezañ tapet un dra bennak? |
Kerzhout a raint war-lerc'h an AOTROU a yudo evel ul leon. Pa yudo, e teredo ar vibien gant hast eus ar c'huzh-heol.
Rak me a vo evel ul leon evit Efraim, hag evel ul leonig evit ti Juda: Me, me a rogo! Hag ez in kuit. Dougen kuit a rin, hep na vo den da zieubiñ.
Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezañ klevet eus Jeruzalem; peurvanoù ar vêsaerien a vo e kañv, ha lein ar C'harmel a zisec'ho.
Hag e kouezho al labous er roued d'an douar hep na vefe stegnet ur pech dezhañ? Hag e savo ar roued diwar an douar hep bezañ tapet un dra bennak?