Adlezenn 32:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Met aon am eus rak goapaerezh an enebour, hag e c'hellfe en em douellañ o gwaskerien, hag e c'hellfent lavarout: Hon dorn a zo bet savet, ha n'eo ket an AOTROU en deus graet kement-se.
Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioù ha nann un doue a draoniennoù, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.
Perak e lavarfe an Ejipsianed: O lakaet en deus da vont kuit evit o gwalleur, evit o lazhañ er menezioù, evit o c'huzumiñ diwar-c'horre an douar? Distro eus gwrez da gounnar hag az pez keuz eus an droug a fell dit ober da'z pobl.
Evel-henn e komzot da Ezekiaz roue Juda o lavarout: Ra ne douello ket ac'hanout da Zoue ma fiziez ennañ o lavarout: Jeruzalem ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.
Va dilezet o deus, diavaezet o deus al lec'h-mañ, kinniget o deus ennañ ezañs da zoueoù all n'anavezent ket, nag int nag o zadoù na rouaned Juda, leuniet o deus al lec'h-mañ a wad didamall,
He saotradur a oa e pleg he sae, n'eo ket bet prederiet gant he diwezh. Izelaet en un doare souezhus, nikun n'he frealz. Sell, AOTROU, va glac'har! An enebour a gemer lorc'h.
Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.
gant aon na vez lavaret er vro ac'h eus tennet ac'hanomp diouti: Dre ma n'eo ket gouest an AOTROU d'o lakaat da vont er vro en doa prometet dezho, ha dre ma kasa anezho, eo en deus o lakaet da vont kuit evit o lazhañ er gouelec'h.
Ar Gananeiz hag holl annezidi ar vro a glevo kement-se hag en em droint a-enep deomp, hag e lamint hon anv a-ziwar an douar. Ha petra a ri evit da anv bras?