Adlezenn 30:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Te a zistroio hag a sento ouzh mouezh an AOTROU, hag e ri diouzh an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv. |
Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.
Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed.
Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc'h kerzhout em reolennoù ha mirout va barnedigezhioù, evit ober diouto.
David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto.
hag evit unvaniñ gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c’horf hepken, en ur zistrujañ e-unan ar gasoni.
ma tistroi d'an AOTROU da Zoue ha ma senti ouzh e vouezh e kement tra a c'hourc'hemennan dit hiziv, te ha da vibien, eus da holl galon hag eus da holl ene,
An AOTROU da Zoue a lakaio an holl vallozhioù-se war da enebourien ha war ar re o devo da gasaaet ha da heskinet.
An AOTROU da Zoue a raio dit kreskiñ e madoù, e kement a ri gant da zaouarn, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, rak an AOTROU en devo a-nevez plijadur oc'h ober vad dit, evel m'en deus bet plijadur gant da dadoù,