Ne'm eus ket komzet e kuzh, nag en ul lec'h teñval eus an douar, ne'm eus ket lavaret da lignez Jakob: Va c'hlaskit en aner. Me eo an AOTROU, an hini a zisklêr ar pezh a zo reizh hag a gemenn ar pezh a zo eeun.
Adlezenn 30:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar gourc'hemenn a gemennan dit hiziv n'eo ket dreistdiraez na re bell evidout. |
Ne'm eus ket komzet e kuzh, nag en ul lec'h teñval eus an douar, ne'm eus ket lavaret da lignez Jakob: Va c'hlaskit en aner. Me eo an AOTROU, an hini a zisklêr ar pezh a zo reizh hag a gemenn ar pezh a zo eeun.
pa senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù skrivet e levr al lezenn-mañ, pa zistroi d'an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene.
N'emañ ket en neñvoù, evit ma lavari: Piv a bigno d'an neñv d'e zegas deomp ha d'e reiñ deomp da glevout, evit ma raimp dioutañ?