Lea a lavaras: Doue en deus roet din va gopr evit bezañ roet va matezh da'm fried. Hag e c'halvas anezhañ Isakar.
Adlezenn 27:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa ho po tremenet ar Jordan, en em zalc'ho Simeon, Levi, Juda, Isakar, Jozef ha Benjamin war Venez Gerizim evit bennigañ ar bobl, |
Lea a lavaras: Doue en deus roet din va gopr evit bezañ roet va matezh da'm fried. Hag e c'halvas anezhañ Isakar.
Evel ma roe hec'h ene, rak mervel a reas, e c'halvas anezhañ Ben-Oni, met e dad e c'halvas Benjamin.
E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab.
hag en em zalc'ho Ruben, Gad, Aser, Zabulon, Dan ha Neftali war Venez Ebal evit milligañ.
Kement-se a voe lavaret da Jotam, a yeas hag en em zalc'has war-lein Menez Gerizim. Hag e savas e vouezh hag e krias o lavarout: Selaouit ac'hanon, pennoù Sichem, evit ma selaouo Doue ac'hanoc'h!