Me az ped, salv ac'hanon eus dorn va breur, eus dorn Ezaü! Rak aon am eus na zeufe ha na skofe ac'hanon, hag ar vamm gant ar vugale.
Adlezenn 22:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa gavi war an hent, war ur wezenn pe war an douar, un neizh labous gant reoù vihan pe vioù, hag ar vamm o c'holeiñ ar re vihan pe ar vioù, ne gemeri ket ar vamm gant he re vihan, |
Me az ped, salv ac'hanon eus dorn va breur, eus dorn Ezaü! Rak aon am eus na zeufe ha na skofe ac'hanon, hag ar vamm gant ar vugale.
Laka da zont er-maez an holl loened a zo ganit, a bep kig, kenkoulz al laboused, evel ar chatal hag an holl stlejviled a ruz war an douar, ha ra builhint war an douar, ra vint frouezhus ha ra greskint war an douar.
Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.
Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n’ankounac’ha ket unan hepken anezho.
Ur wreg ne zougo ket ur gwiskamant gwaz, hag ur gwaz ne wisko ket ur gwiskamant gwreg, rak piv bennak a raio an traoù-se a vo un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.