Adlezenn 22:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e ro tro da gomz fals diwar he fenn, da zismegañsiñ hec'h anv, en ur lavarout: Kemeret em eus ar wreg-mañ, ha pa'z on tostaet outi, ne'm eus ket he c'havet gwerc'hez, |
Ar marv hag ar vuhez a zo e galloud an teod, ar re a gar e implijout a zebro ar frouezh anezhañ.
tad ha mamm ar plac'h yaouank a gemero hag a zegaso testeni gwerc'hded ar plac'h yaouank dirak henaourien kêr, ouzh an nor.
Paeañ a raio un dell a gant sikl arc'hant da dad ar plac'h yaouank, dre m'en devo dismegañset ur werc'hez eus Israel. Hag e vo e wreg, ha ne c'hello ket he c'has kuit e-keit ha ma vevo.
Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,