La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Adlezenn 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Graet em eus un arc'h e koad kasia ha div daolenn vaen evel ar re gentañ, ha pignet on war ar menez gant an div daolenn em dorn.

Ver Capítulo



Adlezenn 10:3
7 Referencias Cruzadas  

Ober a raint un arc'h e koad kasia, hirder an arc'h a vo daou ilinad hanter, he ledander un ilinad hanter, hec'h uhelder un ilinad hanter.


krec'hin tourzed livet e ruz ha krec'hin a liv hiasint, koad kasia,


Moizez a reas div daolenn vaen evel ar re gentañ, a savas beure-mat hag a bignas war Venez Sinai, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ. Hag e kemeras en e zorn an div daolenn vaen.


Ober a reas ar barrennoù e koad kasia hag o goloas gant arem.


En amzer-se an AOTROU a lavaras din: Gra div daolenn vaen evel ar re gentañ, ha pign da'm c'havout war ar menez. Ober a ri ivez un arc'h koad,


eno e oa an aoter aour evit an ezañs hag arc’h an emglev holl c’holoet a aour, e-lec’h ma oa ul lestr aour hag ennañ ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoù an emglev.