3 Yann 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em laouenaet bras on pa o deus breudeur en em gavet amañ hag o deus roet testeni eus ar wirionez a zo ennout hag eus an doare ma kerzhez er wirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag kalz a joa em euz bet pa eo deuet ar breudeur, hag ho deuz roet testeni euz da fidelite, hag euz an doare ma kerzez er wirionez. |
En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:
Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
En em laouenaet bras on o vezañ kavet meur a hini eus da vugale o kerzhout er wirionez, hervez ar gourc’hemenn hon eus resevet digant an Tad.
Dre-se, mar deuan, e tegasin soñj eus an oberoù a ra o terc’hel gwallgomzoù a-enep deomp. Ha pa ne vez ket a-walc’h kement-se, ne zegemer ket e-unan ar vreudeur, ha ne lez ket d’ober ar re a garfe o degemer hag e kas anezho kuit eus an Iliz.
Karet-mat, pediñ a ran e vleugnfes e-keñver an holl draoù hag e vefes e yec’hed mat, evel ma’z emañ da ene o vleuniañ.
N’eus ket evidon ur brasoc’h levenez eget klevout penaos e kerzh va bugale er wirionez.
Karet-mat, ober a rez gant fealded ar pezh a gasez da benn evit ar vreudeur hag evit an estrañjourien,