2 Yann 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned abalamour d’ar wirionez a chom ennomp hag a vo ganeomp evit ar beurbadelezh: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) abalamour d’ar wirionez a choum enomp, hag a vezo ganeomp da virviken: |
Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h.
Ne brezegomp ket ac’hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.
Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.
o virout ar soñj eus ar feiz gwirion a zo ennout, a zo bet da gentañ en da vamm-gozh Loiz hag en da vamm Euniz, hag a zo ennout ivez, me a zo sur-mat.
Setu perak ne vankin ket da zegas deoc’h dalc’hmat an traoù-se da soñj, petra bennak ma o anavezit ha ma’z oc’h kreñvaet er wirionez-se.
Mar lavaromp n’hon eus ket a bec’hed, en em douellomp hon-unan hag ar wirionez n’emañ ket ennomp.
Tadoù, skrivet em eus deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc’h dre ma’z oc’h kreñv, ma chom ger Doue ennoc’h ha ma hoc’h eus trec’het an hini drouk.