Lavarout a reas: AOTROU, Doue va mestr Abraham, laka ac'hanon, me az ped, da gavout hiziv ar pezh a glaskan, ha diskouez madelezh e-keñver va mestr Abraham.
2 Yann 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar deu unan bennak d’ho kavout ha ne zegas ket gantañ ar gelennadurezh-se, na zegemerit ket anezhañ en ho ti ha na saludit ket anezhañ, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar deu unan‐benag d’ho kavoud, ha na zigas ket ganthan ar gelennadurez‐ze, n’hen digemerit ket en ho ti, ha na zaludit ket anezhan. |
Lavarout a reas: AOTROU, Doue va mestr Abraham, laka ac'hanon, me az ped, da gavout hiziv ar pezh a glaskan, ha diskouez madelezh e-keñver va mestr Abraham.
Eñ a lavaras: Ne c'hellan ket distreiñ ganit na mont e-barzh da di, ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour ganit el lec'h-se,
hag an dremenerien ne lavaront ket: Bennozh Doue ra vo warnoc'h! Ni ho pennig en anv an AOTROU!
Kement-mañ a skrivjont drezo: An ebestel, an henaourien hag ar vreudeur, d’ar vreudeur a-douez ar baganed a zo en Antioch, e Siria hag e Kilisia: Salud!
Met ar pezh am eus skrivet deoc’h, eo chom hep darempredoù gant unan bennak en em c’halv breur hag a zo hudur, pe gwallc’hoantek, pe idolour, pe droukkomzer, pe mezvier, pe laer, na zebrit ket zoken gant un hevelep den.
Ma ne sent ket unan bennak ouzh ar pezh a lavaromp dre al lizher-mañ, notit eñ ha na zarempredit ket anezhañ evit m’en devo mezh.
Breudeur, gourc’hemenn a reomp deoc’h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc’h eus bet diganeomp.
Pella diouzhit an den a zegas an dizunvaniezh, goude bezañ e gemennet ur wech kentañ hag un eil gwech,
Dre-se, mar deuan, e tegasin soñj eus an oberoù a ra o terc’hel gwallgomzoù a-enep deomp. Ha pa ne vez ket a-walc’h kement-se, ne zegemer ket e-unan ar vreudeur, ha ne lez ket d’ober ar re a garfe o degemer hag e kas anezho kuit eus an Iliz.