2 Samuel 7:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra vo meuraet da anv da viken, ra vo lavaret: AOTROU an armeoù eo Doue Israel! Ha ra vo ti David da servijer startaet dirazout! |
Ha bremañ, AOTROU Doue, seven evit biken ar gomz ac'h eus disklêriet diwar-benn da servijer hag e di, ha gra evel ma ec'h eus lavaret.
En amzer ma vez kinniget an donezon, ar profed Elia a dostaas hag a lavaras: AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel! Ra vo anavezet hiziv ez out Doue en Israel hag ez on da servijer, hag ez eo dre da gomz em eus graet an holl draoù-mañ.
Selaou, AOTROU, selaou! Ra ouezo ar bobl-mañ ez eo te, AOTROU, hag a zo Doue, hag ez te hag a zistro o c'halon en-dro.
N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.
Tad, ro gloar da’z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c’hoazh.