ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigañ ar vugale-mañ, ra zougint va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar!
2 Samuel 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a respontas da Rekab ha da Vaana e vreur, mibien Rimmon eus Beerod, o lavarout dezho: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus dieubet va ene eus va holl enkrezioù! |
ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigañ ar vugale-mañ, ra zougint va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar!
Mab Saül en doa daou benn strolladoù, unan a oa anvet Baana hag egile Rekab, mibien Rimmon eus Beerod, eus a-douez mibien Benjamin, rak Beerod a oa kontet evel o vezañ da Venjamin.
Neuze ar roue a touas hag a lavaras: Bev eo an AOTROU, en deus dieubet va ene eus pep enkrez!
Evel m'eo bet prizius da ene dirak va daoulagad, evel-se e vo prizius va ene dirak daoulagad an AOTROU , hag e tieubo ac'hanon eus pep glac'har.