Joab hag an holl arme a oa gantañ a zistroas, hag e voe roet keloù da Joab o lavarout: Abner mab Ner a zo deuet da gavout ar roue, en deus e lezet da vont kuit, hag aet eo e peoc'h.
2 Samuel 3:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu ma tistroe tud David gant Joab eus ober un ergerzhadeg, o tegas ganto ur preizh bras. Abner ne oa ken gant David en Hebron, dre m'en doa e lezet da vont kuit, hag e oa aet e peoc'h. |
Joab hag an holl arme a oa gantañ a zistroas, hag e voe roet keloù da Joab o lavarout: Abner mab Ner a zo deuet da gavout ar roue, en deus e lezet da vont kuit, hag aet eo e peoc'h.
Mab Saül en doa daou benn strolladoù, unan a oa anvet Baana hag egile Rekab, mibien Rimmon eus Beerod, eus a-douez mibien Benjamin, rak Beerod a oa kontet evel o vezañ da Venjamin.
David hag e dud a bigne d'ober argadoù a-enep tud Geshur, tud Gezer hag an Amalekiz, rak ar broadoù-se a oa o chom a bep amzer er vro a oa ouzh tu Shur ha betek bro an Ejipt.