An hini a fell dezhañ stekiñ outo a ra gant un houarn pe gant koad ur goaf, hag e vezont devet en tan war al lec'h.
2 Samuel 22:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze an douar a voe brañsellet hag a grenas, diazezoù an neñvoù a fiñvas hag a voe brañsellet, dre ma oa droug ennañ. |
An hini a fell dezhañ stekiñ outo a ra gant un houarn pe gant koad ur goaf, hag e vezont devet en tan war al lec'h.
em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c'hriadennoù am eus laosket war-zu ennañ a zo savet betek e zivskouarn.
Ar c'hoabr en em skuilhas en doureier, ar c'houmoul a gurunas, da viroù ivez a nijas a bep tu.
Da gurunoù a grozas er gorventenn, al luc'hed a skedas war ar bed, an douar a spontas hag a grenas.
Ar menezioù a gren dirazañ, ar c'hrec'hiennoù a deuz. An douar a zo savet dirak e zremm, ar bed ha kement a zo ennañ.
Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek krec’h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,
Ha setu, e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ.
P’o doe pedet, al lec’h ma oant dastumet ennañ a grenas. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag e tisklêrjont ger Doue gant hardizhegezh.
AOTROU, pa'z out aet kuit eus Seir, pa'z out aet a-raok eus parkeier Edom, an douar a grenas, an neñvoù a deuzas, ar c'houmoul a deuzas e doureier,