Menez Sinai a oa holl en moged, dre ma oa diskennet an AOTROU warnañ en tan. Hag e vogedenn a bigne evel mogedenn ur fornez, ar menez holl a grene kreñv.
Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù: Peogwir hoc'h eus disklêriet ar gomz-mañ, e lakain va c'homzoù da vezañ un tan ez kenoù, hag ar bobl-mañ da vezañ koad a vo pulluc'het gantañ.
rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.