2 Samuel 22:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwagoù ar marv o doa va goloet, froudoù an distruj o doa va spouronet, |
Un donder a c'halv un donder all gant trouz da lammoù-dour; da holl wagennoù ha da holl donnoù a zo tremenet warnon.
Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.
o lavarout: Em estrenvan em eus galvet an AOTROU hag en deus respontet din, eus kof lec'h ar marv em eus kriet hag ec'h eus klevet va mouezh.
Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.
Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.
Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.