Ha David a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.
2 Samuel 22:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned va dieubiñ a reas eus va enebour galloudus, eus ar re a gasae ac'hanon hag a oa nerzhusoc'h egedon. |
Ha David a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.
Astenn a reas e zorn eus krec'h, hag e kemeras ac'hanon, va zennañ a reas eus an doureier bras,
Va holl eskern a lavaro: AOTROU, piv a zo heñvel ouzhit, te hag a zieub an den glac'haret eus an hini a zo nerzhusoc'h egetañ, ya, an den glac'haret hag ar paour eus an hini en diwisk?
Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac’hanomp c’hoazh.
Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.