17 Astenn a reas e zorn eus krec'h, hag e kemeras ac'hanon, va zennañ a reas eus an doureier bras,
va dieubiñ a reas eus va enebour galloudus, eus ar re a gasae ac'hanon hag a oa nerzhusoc'h egedon.
Kanaouenn ar "Maalod". O AOTROU, da pediñ a ran eus an donderioù.
Astenn da zaouarn eus an nec'h, va dieub ha va zenn eus an doureier bras, eus dorn bugale an diavaeziad,
Foñs an doureier en em ziskouezas, diazezoù ar bed a voe dizoloet, gant trouz da c'hourdrouz, o AOTROU, gant c'hwezh avel da gounnar.
Evel-se pep den leal a aspedo ac'hanout en amzer ma vez kavet. Ha pa zic'hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto.
P'en doe kresket ar bugel, e kasas anezhañ da verc'h Faraon; eviti e voe evel ur mab. Gervel a reas anezhañ Moizez rak, emezi, e dennet em eus eus an doureier.
Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.
An doureier o deus beret war va fenn; lavaret em eus: Graet eo ac'hanon!
Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.