Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 22:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Foñs ar mor en em ziskouezas, diazezoù ar bed a voe dizoloet, gant gourdrouz an AOTROU, gant c'hwezh avel e zivfron.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 22:16
12 Referencias Cruzadas  

Ur vogedenn a bignas eus e fronelloù, hag un tan loskus eus e c'henoù; glaouennoù entanet a oa enaouet dioutañ.


ha pa em eus lavaret dezhañ: Betek amañ e teui ha ned i ket pelloc'h, amañ e paouezo lorc'h da goummoù?


Gourdrouz a reas ar Mor Ruz hag e sec'has, hag e renas anezho dre an donder evel dre ar gouelec'h.


"Maskil" Azaf. Perak, o Doue, ec'h eus hon distaolet da viken, perak e tivoged da gounnar a-enep tropell da beurvan?


Selaouit, menezioù, prosez an AOTROU, ha c'hwi diazezoù start an douar! Rak an AOTROU en deus ur prosez gant e bobl, hag e fell dezhañ breutaat a-enep Israel.


Gourdrouz a ra ar mor hag e tisec'h, kas a ra da hesk an holl stêrioù. Ar Basan hag ar C'harmel a goazh, bleuñv al Liban a goazh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos