2 Samuel 19:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se an trec'h a voe troet e kañv en deiz-se evit an holl bobl, dre m'o doa klevet an dud lavarout en deiz-se: Ar roue a zo gwall c'hlac'haret abalamour d'e vab. |
Ar bobl a zistroas e kêr en deiz-se dre laer, evel ma vefe ar bobl mezhek da vezañ tec'het en emgann.
Dremm seder ar roue a ro ar vuhez, hag e c'hrad-vat a zo evel ur goumoulenn a zegas glav an diwezhañ amzer.
Erez ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, met e c'hrad-vat a zo evel ar c'hlizhenn war ar geot.