Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Hag e voe lavaret da Joab: Setu ar roue a ouel hag a ra kañv war Absalom.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:1
9 Referencias Cruzadas  

E holl vibien hag e holl verc'hed a zeuas d'e frealziñ, met ne felle ket dezhañ bezañ frealzet. Lavarout a reas: Diskenn a rin e kañv etrezek va mab e lec'h ar marv! Hag e dad a ouele dezhañ.


Met an den-se a lavaras da Joab: Pa bouezfen e-barzh va dorn mil pezh arc'hant, ne lakafen ket va dorn war mab ar roue, rak klevet hon eus ar pezh en deus gourc’hemennet ar roue, dit, da Abishai ha da Ittai, o lavarout: Taolit evezh pep hini ac'hanoc'h d'an den yaouank Absalom.


Joab a lavaras: Ne c'hortozin ket keit-se dirazout! Hag e kemeras tri dared en e zorn, hag o sankas e kalon Absalom a oa c'hoazh bev e-kreiz an dervenn.


Joab a lavaras dezhañ: Ne vi ket hiziv douger a geloù mat, kas a ri ar c'heloù un devezh all, rak hiziv ne gasi ket ur c'heloù mat, pa'z eo marvet mab ar roue.


Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!


Hag ar roue a roas urzhioù da Joab, da Abishai ha da Ittai o lavarout: Espernit din an den yaouank Absalom. An holl bobl a glevas ar pezh en doa gourc'hemennet ar roue d'an holl bennoù diwar-benn Absalom.


Evel-se an trec'h a voe troet e kañv en deiz-se evit an holl bobl, dre m'o doa klevet an dud lavarout en deiz-se: Ar roue a zo gwall c'hlac'haret abalamour d'e vab.


Ar mab sot a zo ur glac'har evit e dad, ha c'hwervoni evit an hini he deus e c'hanet.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos