Jozef ne c'helle ket ken en em zerc'hel dirak ar re holl a oa eno, hag e krias: Kasit an holl er-maez! Ha den ne chomas gant Jozef pa en em roas da anavezout d'e vreudeur.
2 Samuel 13:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude e kemeras ar billig, hag o lakaas dirazañ. Met Amnon ne fellas ket dezhañ debriñ, hag e lavaras: Kasit kuit an holl re a zo em c'hichen. Ha pep hini a yeas kuit. |
Jozef ne c'helle ket ken en em zerc'hel dirak ar re holl a oa eno, hag e krias: Kasit an holl er-maez! Ha den ne chomas gant Jozef pa en em roas da anavezout d'e vreudeur.
Hag Amnon a lavaras da Damar: Degas din er gambr ar pezh ac'h eus fichet, evit ma en debrin eus da zorn. Tamar a gemeras ar gwastelloù he doa graet, hag o degasas da Amnon he breur er gambr.
Tamar a yeas da di Amnon he breur a oa gourvezet. Kemer a reas toaz hag e veras anezhañ, hag e reas dirazañ div wastell, hag o lakaas da boazhañ.
Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d’ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.
Hag e tistroas war e giz eus ar skeudennoù kizellet e-kichen Gilgal, hag e lavaras: O roue, un dra bennak kuzhet am eus evidout! Eñ a lavaras: Peoc'h! Hag ar re holl a oa en e gichen a yeas kuit.