8 Tamar a yeas da di Amnon he breur a oa gourvezet. Kemer a reas toaz hag e veras anezhañ, hag e reas dirazañ div wastell, hag o lakaas da boazhañ.
David a gasas da lavarout da Damar en he zi: Kae da di da vreur Amnon, ha fich dezhañ un dra bennak da zebriñ.
Goude e kemeras ar billig, hag o lakaas dirazañ. Met Amnon ne fellas ket dezhañ debriñ, hag e lavaras: Kasit kuit an holl re a zo em c'hichen. Ha pep hini a yeas kuit.
Milliget ra vo an hini a gousk gant e c'hoar, merc'h e dad pe merc'h e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!
Ar vaouez he doa ul leue lart en he zi. Hastañ a reas e lazhañ, hag e kemeras bleud, en meras hag e poazhas bara hep goell dioutañ.