Kement-se a voe disklêriet da Zavid o lavarout: Uri n'eo ket diskennet d'e di. Ha David a lavaras da Uri: Ha ne zeuez ket eus ur veaj? Perak n'out ket diskennet da'z ti?
2 Samuel 11:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Uri a gouskas e-tal dor ti ar roue, gant holl servijerien e aotrou, ha ne ziskennas ket d'e di. |
Kement-se a voe disklêriet da Zavid o lavarout: Uri n'eo ket diskennet d'e di. Ha David a lavaras da Uri: Ha ne zeuez ket eus ur veaj? Perak n'out ket diskennet da'z ti?
Ha David a c'halvas anezhañ, hag e tebras hag ec'h evas dirazañ, hag en mezvas, met d'abardaez ez eas da gousket en e wele gant servijerien e vestr, ha ne ziskennas ket d'e di.
Ar roue Roboam a reas skoedoù arem en o lec'h, hag e lakaas anezho etre daouarn pennoù ar rederien a ziwalle dor ti ar roue.
Bep gwech ma'z ae ar roue da di an AOTROU, ar rederien a zouge anezho, ha goude o degasent en-dro e kambr ar rederien.