Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 11:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ha David a lavaras da Uri: Diskenn da'z ti ha gwalc'h da dreid. Uri a yeas eta er-maez eus ti ar roue, hag e voe roet dezhañ ur prof a-berzh ar roue.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 11:8
11 Referencias Cruzadas  

Ra vo kemeret, me ho ped, ur bannac'h dour, ha gwalc'hit ho treid ha diskuizhit dindan ar wezenn-mañ.


Neuze e lavaras: Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojañ e ti ho servijer, tremenit an noz ennañ, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mañ a lavarjont: Nann, ni a dremeno an noz er straed.


An den-se a gasas anezho e ti Jozef. Reiñ a reas dour dezho hag e walc'hjont o zreid; reiñ a reas ivez boued d'o ezen.


Hag e kasas meuzioù dezho azirazañ, met lodenn Benjamin a oa pemp gwech vrasoc'h eget al lodennoù all. Evañ a rejont, hag e laouenajont gantañ.


Dieub ac'hanomp, o AOTROU! Rak n'eus ken den mat ebet. Ar re leal a zo aet kuit a-douez mibien an dud.


Mar hor bije ankounac'haet anv hon Doue, hag astennet hon daouarn etrezek un doue estren,


Pep hini a astenn e zorn a-enep ar re a veve e peoc'h gantañ, terriñ a ra e emglev,


Gwalleur d'ar re a guzh don o c'hoantoù diouzh an AOTROU, d'ar re a ra o labour en deñvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez?


Met n’eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.


Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mañ? Deuet on en da di ha ne’c’h eus ket roet dour din evit gwalc’hiñ va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroù hag he deus o sec’het gant he blev.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos