Rak mil bloaz dirak da zaoulagad a zo evel an devezh dec'h pa'z eo tremenet, hag evel ur veilhadenn en noz.
2 Pêr 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude re garet-mat, na dremenit ket hep anavezout penaos, evit an Aotrou un devezh a zo evel mil bloaz ha mil bloaz evel un devezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Koulskoude, va breudeur muia‐karet, arabad eo deoc’h choum heb anaoud eun dra: penaos dirag an Aotrou euz devez a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel eun devez. |
Rak mil bloaz dirak da zaoulagad a zo evel an devezh dec'h pa'z eo tremenet, hag evel ur veilhadenn en noz.
Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;
Breudeur, ne fell ket din e vefec’h hep gouzout eo bet hon tadoù holl dindan ar goabrenn, o deus tremenet holl a-dreuz ar mor,
Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e talc’han ho skiant yac’hus dihun dre alioù,