Doue a lavaras: Ra vo un astennidigezh etre an doureier, ma tispartio an doureier diouzh an doureier.
2 Pêr 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak a-ratozh eo n’ouzont ket kement-mañ: an neñvoù a voe gwechall krouet dre c’her Doue, kenkoulz hag an douar a oa er-maez eus an dour hag en dour, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag a volontez‐vad ec’h ignoront kement‐man, penaos eo dre c’her Doue eo bet crouet an envou gwech‐all, hag ez eo bet tennet ive diouz an dour, an douar pehini a veve dre an dour; |
Doue a lavaras: Ra vo un astennidigezh etre an doureier, ma tispartio an doureier diouzh an doureier.
Doue a lavaras: Ra en em zastumo an doureier a zo dindan an neñvoù en ul lec'h hepken, ma en em ziskouezo ar sec'h. Hag evel-se e voe.
Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.
Dre ar feiz ec’h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c’her Doue, en hevelep doare ma n’eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus.