1 Yann 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre gement-mañ ec’h ouzomp e karomp bugale Doue: o vezañ ma karomp Doue ha ma viromp e c’hourc’hemennoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Anaoud a reomp e karomp bugale Doue, mar karomp Doue, ha mar miromp he c’hourc’hemenou. |
Met evit an hini a vir e c’her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec’h ouzomp emaomp ennañ.
Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.
Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.