Hogen ni, n’hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit ma anavezimp an traoù a zo bet roet deomp gant Doue dre c’hras.
1 Yann 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E kement-mañ ec’h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E kement‐man ec’h ouzomp penaos e choumomp enhan hag hen enomp, o veza ma hen deuz roet deomp euz he Spered. |
Hogen ni, n’hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit ma anavezimp an traoù a zo bet roet deomp gant Doue dre c’hras.
Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue? N’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan,
Met evit an hini a vir e c’her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec’h ouzomp emaomp ennañ.
An den a vir e c’hourc’hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec’h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.