Doue a reas anevaled an douar hervez o rumm, ar chatal hervez e rumm hag holl stlejviled an douar hervez o rumm. Doue a welas e oa mat kement-se.
1 Timote 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak kement-se a zo santelaet dre c’her Doue ha dre ar bedenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag santifiet eo dre c’her Doue, ha dre ar beden. |
Doue a reas anevaled an douar hervez o rumm, ar chatal hervez e rumm hag holl stlejviled an douar hervez o rumm. Doue a welas e oa mat kement-se.
Doue a welas kement en doa graet ha setu, e oa mat-meurbet. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar c'hwec'hvet deiz.
Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus Doue.
Rak an ozhac’h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac’h, anez da-se ho pugale a vije dic’hlan, e-lec’h bremañ ez int santel.
o tifenn dimeziñ hag o c’hourc’hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.
Dre ar feiz ec’h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c’her Doue, en hevelep doare ma n’eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus.