Jakob a lavaras: Va aotrou a oar penaos ar vugale a zo tener, ha bec'hiet on a zeñved hag a saout a ro da zenañ; ma vint kaset re vuan, an holl zeñved a varvfe.
1 Samuel 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag an dud-mañ a reas evel-se. Kemer a rejont div vuoc'h a roe da zenañ, hag e stagjont anezho ouzh ar c'harr, hag e serrjont o re vihan er gêr. |
Jakob a lavaras: Va aotrou a oar penaos ar vugale a zo tener, ha bec'hiet on a zeñved hag a saout a ro da zenañ; ma vint kaset re vuan, an holl zeñved a varvfe.
D'ar seizhvet gwech e lavaras: Setu ur goumoulenn vihan evel palv dorn un den o pignat eus ar mor. Elia a lavaras dezhañ: Pign ha lavar da Akab: Stag ha diskenn, gant aon na harzfe ar glav ouzhit.
Hag e lakajont arc'h an AOTROU war ar c'harr, hag ur c'houfrig gant al logod aour ha skeudennoù o ruzderioù.
Neuze e sellot. Mar pign etrezek Bet-Shemesh, dre hent an harz, eo an AOTROU an hini en deus graet deomp an droug bras-se. Ma ne ra ket, e ouezimp n'eo ket e zorn en deus skoet warnomp, met eo c'hoarvezet kement-mañ ganeomp dre zarvoud.