1 Samuel 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwalleur deomp! Piv hon tenno eus dorn an doueoù galloudus-se? An doueoù-se eo ar re o deus skoet war an Ejipsianed dre bep seurt goulioù er gouelec'h. |
An Ejipsianed a anavezo ez on an AOTROU , pa astennin va dorn war an Ejipt ha pa dennin mibien Israel eus o zouez.
rak ar wech-mañ e kasin va holl c'houlioù war da galon, war da servijerien ha war da bobl, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzhin war an douar holl.
Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c’hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho.
Ar Filistined o doe aon, rak lavarout a rejont: Doue a zo deuet d'ar c'hamp; hag e lavarjont: Gwalleur deomp! Rak ne oa ket evel-se en deizioù tremenet.
Filistined, bezit kreñv, bezit kadourien, gant aon na vefec'h sklaved d'an Hebreed, evel ma'z int bet deoc'h. Bezit eta kadourien, ha stourmit.
Tud Asdod, o welout kement-se, a lavaras: Arc'h Doue Israel ne chomo ket ganeomp, rak e zorn a zo pounneraet warnomp ha war Dagon hon doue.