1 Samuel 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Filistined o doe aon, rak lavarout a rejont: Doue a zo deuet d'ar c'hamp; hag e lavarjont: Gwalleur deomp! Rak ne oa ket evel-se en deizioù tremenet. |
Hag e lamas rodoù o c'hirri a voe bleniet gant bec'h. Neuze an Ejipsianed a lavaras: Tec'homp dirak Israel rak an AOTROU a stourm evito a-enep an Ejipsianed.
Penaos en defe gallet unan redek war-lerc'h mil, ha daou redek war-lerc'h dek mil, nemet en defe o roc'h o gwerzhet, hag an AOTROU o deroet?
Ar Filistined, o klevout trouz ar c'hriadennoù a levenez, a lavaras: Petra eo ar c'hriadennoù a levenez-se e kamp an Hebreed? Hag ec'h anavezjont e oa deuet arc'h an AOTROU d'ar c'hamp.
Gwalleur deomp! Piv hon tenno eus dorn an doueoù galloudus-se? An doueoù-se eo ar re o deus skoet war an Ejipsianed dre bep seurt goulioù er gouelec'h.